Isabel Allende

Isabel Allende e 2008.

Isabel Allende zo ur skrivagnerez chilean ganet d'an 2 a viz Eost 1942 e Perou, nizez d'ar prezidant Salvador Allende.

Skrivañ a reas pezhioù-c'hoari ha labourat evit kazetennoù hag abadennoù skinwel betek ma voe rediet da dec'hel kuit diouzh Chile pa voe lazhet hec'h eontr ha lakaet e plas diktatouriezh Augusto Pinochet.

E Venezuela ma kavas repu e krogas da skrivañ romantoù evel La casa de los espiritus (Ti an tasmantoù) a zegasas brud dezhi kerkent hag embannet.

Pa 'c'h eas Augusto Pinochet diouzh penn ar stad e c'hellas distreiñ da Chile. Emañ o vevañ er Stadoù Unanet bremañ, e San Francisco.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search